Votadeg ar PS : hag ar brezhoneg ?
Ul lodenn deus ar bobl - an hini a zo troet war an tu kleiz - zo pedet da votiñ disul 9 a viz Here gant ar PS evit dibab an den a glasgo da vezañ prezidant e 2012.
6 kabaler sosialist zo war ar reñk. En urzh alfabetek : Martine Aubry ; Jean-Michel Baylet ; François Hollande, ; Arnaud Montebourg ; Ségolène Royal ha Manuel Valls.
An daou 'zo e penn ar soñdajoù - François Hollande ha Martine Aubry - 'neus embannet o soñjoù diwar benn ar yezhoù rannvro ar sizhun-mañ : sinañ Karta Europa ar yezhoù rannvroel evit Hollande ; lakaat ar yezhoù-se da vezañ kelennet e pep skol, dre ret, evit Martine Aubry.
Klasket 'neus Anne Gouerou gouzout penaos oa degemeret ar c'hinnigoù-se gant kelennerien brezhoneg, a oa bodet dimerc'her 'ba Brasparzh gant o sindikat FSU. Nadine Urvois, ezel ar c'homite skoazel Martine Aubry, a grog gant an droiad-se.