Dazonet Enez Berder, get Brendan Budok
Enez Berder zo ur gaer a enezenn e kumun Larmor-Baden er Mod-Bihan. Bepred o deus bet plijadur an dud da vonet da vale du-hont, aveit profitiñ ag an natur hag ar glad. Mes petra zo arriv ? Prenet an enezenn get ar strollad Giboire abenn sevel ur leti chik ha cheuc'h ha betonsiñ an enezenn abenn krouiñ ur pezh parkva. N'eo ket bet a-du get kement-se tud ar vro, ha ind da stourm a-enep ar raktres. Gounezet o deus er lez-varn, mes n'eo ket achu ar stourm... Ha bremañ eo daet er-maez ur livr leun a raktresoù aveid kroeiñ un dazonet d'an enezenn lec'h ma c'helley rac'h an dud tenniñ splet anezhi, en ur mod holldegemerus ha padus.
Emrys a Radio Bro Gwened en deus komzet get Brendan Budok ag ar stourm, ar livr, ha liammoù personnel Brendan get an enezenn.