Kreiz Mintin - Ar Gouren - Anne Marie Gloagen 02
Kreiz Mintin, an distro ! Ni beus kemeret vakañsoù ha marsen c'hwi ivez ? Marsen oc'h oeit doc'h an tu-rell a Frañs, pe Europa, pe ar bed ? Marsen oc'h chomet da rouziñ àr un draezhenn bennak. Ur sort baradoezàr an douar. Achiv eo ! Donemat ba an abadenn Kreiz Mintin. Kanig a ran deoc'h un abadenn a-zivout sportoù ha c'hoarioù Breizh.
Da getañ toud e vimp get Anne Marie Gloagen en dro. Ni boe komañset da gaojal àrlane a-zivout ar gouren
Da heul e vimp get Remi er Boulc'h eit kaojal a-zivout ar palatoù
hag eit achiv e vo kaojet àr ar bouloù mod Breizh get Jean-Louis ruchec ha Marsel Guillomet
Marsen e vo erc'h hiriv. Moeiañ zo deoc'h choej mondba porzh eit gober ski peotramant chom er ger eit selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Muzik :
Franck Guilloux hag Elias er Bot - Ton da gerzhat
Allen - Na Porta do Bar
Masilia Sound System - Au Marché du Soleil
Etienn Chouzier ft Mannaig er Guevel - Epistolaire
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel