Emañ meilh-mor ar Minaoued en arvar bras
Marteze ho peus bet tro dija da bourmen war vord stêr ar Minaoued, a zo an harz etre kumunioù Tregon ha Konk-Kerne...Ur savadur istorel a gaver eno, ur veilh (milin)-mor bet savet er bloavezh 1512. E stad fall emañ siwazh 'blam d'ar gwall-amzer a oa bet e miz Kerzu, met dreist-holl peogwir n'eo ket bet kempennet gant ar « c'honservatoire du littoral », a zo pec'henn war ar savadur. Glac'haret eo izili Mignoned ar Glad, rak sachet o doa evezh ar c'honservatoire dija war stad meilh-mor ar Minaoued bloavezhioù 'zo. Selaouomp Anne Tual, a zo ezel eus ar gevredigezh.
Anne Tual a zo bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ur c'houlzad arc'hantaouiñ a zo bet lañset dre lec'hienn « la fondation du patrimoine » a-benn rastellat 100 000€ evit adsevel ar vilin. Ken mallus e oa kregiñ gant ar chanter adkempenn ken ma oa bet degaset an dafar d'ar vicherourien gant ur viñs-askell. Tri-miz e pado ar chanter kentañ-se, ha labourioù all, donoc'h, a vo graet diwezhatoc'h.