500 001€ a zo gant annezidi ar Reier Gwenn evit prenañ o lec'h bevañ
Un tri-ugent bennak a dud a oa en em vodet ar mintin-mañ dirak lez-varn Kemper evit souten annezidi ar Reier Gwenn. Hiziv e oa sañset bezañ dalc'het gwerzh war gresk ar Reier Gwenn e lez-varn Kemper. Embannet o deus an annezidi e vefe bet trawalc'h a arc'hant gante hiziv evit mont dreist d'ar 500 000€ a oa bet votet gant an departamant evit prenañ el lec'h. Met n'o deus ket gallet kemer perzh er gwerzh-se rak kadarnet en deus lez-varn Auxerres ar sizhun dremenet gwerzh o lec'h bevañ da Zepartamant Penn-ar-Bed. E fulor emañ an annezidi hag o mignoned ha poan o deus da gompren poell ar justis ha n'eo ket treuzwelus hervezo. Jim ha Maena a oa deuet da souten ar skwaterien ha skwaterezed, selaouomp anezhe.
Klevet ho peus, ur rekour kentañ a vo studiet 'benn digwener gant lez-varn melestradurel Roazhon war ar vot a oa bet graet en departamant e miz Gwengolo tremenet evit prenañ al lec'h.