Kelennerien FSU 'ba Braspartz : ur sell digor...
Hanter-kant kelenner, izili ar sindikat FSU, oa bodet ar sizhun tremenet 'ba Braspartz evit prederiañ war ar c'helenn e brezhoneg pe deus ar brezhoneg. En o zouez 'oa ivez kelennerien deus dañvezioù all, nann brezhonegerien, met dedennet gant ar sujed-se. Setu perak oa dalc'het ar prezegennoù e galleg 'benn ar fin.
Met perak 'ta digeriñ ar poelladoù-se da dud all ? Ar respont gant Armelle ar C'hoz, ezelez an FSU
Fotoioù :
- 50 kelenner, ezel an FSU, oa bodet dimerc'her 5 a viz Here 2011 'ba Braspartz
- Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhoneg war France 3, ha Jean-Jacques Monnier, istorour, oa pedet evit degas o selloù war ar c'helenn hag ar brezhoneg hiziv an deiz (fotoioù AG)