Paul Molac : ali ar c'hannad àr ar raktresoù mengleuz a zo er vro.
3 raktres mengleuz a ra reuz er vro: Epona kostez an Oriant, Taranis kostez Redon ha Belenos a zo el Liger-Atlantel hag er Maine-et-Loire.
Aotreoù nemete da furchal (permis exclusifs de recherche) a zo bet roet e derroù ar miz get ar Stad d’an embregerezh Breizh Ressources a zouga ar raktresoù-se.
Paul Molaca zo kannad pastell-vro Ploermael er strollad LIOT. Emañ tizhet e zachenn get ar raktres mengleuz Taranis.
Un emvod publik da gelaouiñ an annezidi en doa aozet ar 7 a viz Du get ar gannaded Mahilde Hignet ha Jean-Claude Raux. Skiantourion a oa ivez.
Aodren Trehin he deus goulennet geton perak eo a-enep ar raktresoù mengleuz ha petra c’hell ober giz kannad ?
El peus klevet eo ar c’hannad a-enep ar raktresoù mengleuz evit abegoù yec’hed hag endro, met ne gava ket dezhon e vehe bet reizhoc’h kemer e kont an alioù roet get an annezidi hag an dilennidi lec’hel.
Evit monet pelloc’h e c’hellit lenn pennad ar media dizalc’h Splann ! « Breizh ressources, la société minière la plus discrète de l’ouest »