Echu eo gant ar vreserezh D'Istribilh!
E-pad 12 vloaz ‘peus gellet evañ bannac’hou bier Ribin, Riboul pe c’hoazh Fresk… Gant ar vreserezh D’istribilh ‘zo staliet ‘ba Plouider, chouk da Lesneven, ‘oa produet betegen… Met divizet ‘neus Gwenole Ollivier zo penn ar stal paouez gant ar vreserezh… Startoc’h marc’had ar bier artizanel hag ar gwask zo war chouk un embreger zo erru re bounner… Setu ‘pezh ‘neus displeget deomp.
Echu gant ar vreserezh D’istribilh… Met gall ‘ra an nen mont beket Lestevennog ‘ba Plouider lec’h m’emañ ar vreserezh ‘vit preno peadra da lidañ Nedeleg ha Kalanna. Bep gwener, etre 10e ha 19e, ‘vez digoret ar stal d’ar pratikou.
- 23 décembre de 10h à 19h.
- 24 décembre de 10h à 18h.
- 27 décembre de 10h à 19h.
- 30 décembre de 10h à 19h.
- 31 décembre de 10h à 17h.