Splann! n'eo ket erru mat gant Kuzul Departamant 29
Kazetennerien Splann ! zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar--Bed. Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux ma ‘oa bodet daou c’hant rener stalioù zo en departamant. Ar pal gant Mael de Calan ‘oa kinnig ar politikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant hag an disoc’hoù. Divizet eo gant an tu kreñv lakaat da digreskiñ a galz an niver a dud a vev diwar ar skoazell sokial mañ. Goulennet ‘neunt kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod… Nac’haet eo bet dezho. Ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon ‘oa bet war blas e anv Splann ! tost manu militari eus parking ar stal Armor Lux ‘ba Kemper. Muioc’h gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.