Aet eo Félix Leyzour d'an anaon
D’al lun 8 a viz An Azvent e oa aet Felix Leyzour d’ar bed arall d'an oad a 93 vlez.
Ur stourmer politikel ezel ag ar strollad komunour e oa ha brudet-tre e Kreiz Breizh. Eñ oe bet maer Kallag etre 1989 ha 2008, senedour etre 1989 à 1997 ha kannad evit achiv etre 1997 à 2002.
E obidoù a oe digwener paset e Karaez.
Gerard Lahellec, senedour a Aodoù an Arvor ha Christian Coail e penn kuzul departamant Aodoù an arvor a oa àr blas. Respontet eo doe da Morgan Large a faote dezhi gouiet petra n’oe graet Félix Leyzour evit ar vro hag evit an dud.