Penaos eh a en-dro an transportoù e-kreiz ar vro?
Dimeurzh da noz e oa bodet an dud a ra komite linennoù "kreiz sav-heol breizh" e Pondi. Dilennidi, tud SNCF, tud RFF, ha tud a ra bemdez get ar bus etre Pondi ha Sant Brieg, Loudieg, Gwened, An Oriant pe c'hoazh Roazhon. Bep blez vez graet an emvod a-seurt-se evit gouiet ar pezh 'h a mat, ar pezh zo fall, ar pezh zo da wellaat. hag èl bep gwezh e vez komzet a distro an tren e ti-gâr Pondi.
Gérard Lahellec, eil-prezidant ar rannvro é karg ag an transportoù oa eno evit reskont d'an dud. Hiroc'h neus lâret da Yaëlle ar Mouel.