Waet eo René Bodiguel gete.
Pevarzek vlez ha tri-ugent oa an den, peizant a-vecher. A-hed e vuhez neus stourmet evit ar beizanted doa tachennoù bihan. Da getañ get ar beizanted labourerion hag àr-lerc'h er C'honfédération Paysanne. Kemeret noa perzh e stourm ar Larzac iwez er bleadoù 70. Brudet oa bet e 1988 pa noa graet harz-debriñ evit monet enep ar c'hotaioù-laezh nevez lakaet e plas. Armel Le Sciellour, peizant perzh er c'honf a lâr deomp e oa René Bodiguel un den a-bouez er vro. doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.
Inour vo roet dezhoñ 'benn àrc'hoazh da 2eur 30 d'enderv e Muzilleg.