Sevenadur ar vro 'vit an ijinourien
Daou studier eus an ENIB, ar skol ijinourien war an elektronek 'zo 'ba Plouzane, 'neunt kinniget un devezh gouestlet da sevenadur Breizh 'ba o skol hudu. Diskouezh d'ar studierien ha d'ar gelennerien 'zo eus ur sevenadur ispisial 'bar vro 'fell dezho ober. Neuze 'neunt kinniget da izili Aïta, ar strollad tud yaouank a stourm 'vit lakaat ar brezhoneg 'bal lec'hioù foran, dont da ginnig o oberennoù ha da sevel un tamm kentelig war ar brezhoneg. 'Pezh 'neus graet ///Gwendoline./// Displeget 'neus da ///Erwan Blanchard/// 'pezh 'neus lakaet 'nezhi da asantiñ mont betek an ENIB.