Ur lise publik deskadurezh hollek e Ploervael 'benn 5 blez.
Dec'h e oa bodet izili ar chomite savet get ar Rannvro hag ar Rektorelezh blez 'zo.
Ar pal eo gouiet ma vo splaetabl digor ur lise publik er vro. Nend eus ket hani betag bremañ, ken meit ur lise katolik. Dec'h oa lakaet ar gaoz àr diorenn ar boblañs ha pet a liseidi vehe da skoliata 'benn ar bleadoù da zonet. An deviz sevel ur lise eno vo kemeret hag embannet evit mat 'benn miz an Azwent get ar Rannvro. Pol Molac, depute ar c'hornad hag ezel ar c'homite a zispleg deomp perak eo a-bouez ma vo savet ur lise ouzhpenn e Ploervael. Emañ doc'h mikro Olivier Le Clainche a RBG.