Pareañ deus krign-bev ar bronioù
Kanser pe krign-bev ar bronioù 'zo an dañjer brasañ evit yec'hed ha buhez ar merc'hed. Aet eo war gresk ar c'hleñved abaoe ugent vloaz. Ha bremañ 'vez jedet 50.000 maouez klañv ouzhpenn bep bloaz e Bro Frañs. 12.000 a vervo gantañ. Kalz re. Hervez ar medisined e c'hellfe bezañ paraet 3.500 den ouzhpenn ma 'vefe graet ur "mamographie" abretoc'h hag aliesoc'h gant ar merc'hed. Ar mesaj-se 'zo hini ar gevredigezh "Ruban de l'espoir" a ra un dro Bro Frañs bep miz Here, hag a oa e Kemper dimeurzh, e Roazhon dec'h hag e Saint Herblain hiziv.
Joëlle Riou, ezel ar gevredigezh "Sikour kañser e Penn ar Bed" (Entraide cancer en Finistère) oa e touez a re a aoze an darvoud 'ba Kemper. Selaouit anezhi deus mikro Anne Gouerou