Digor eo sal basket nevez an Dour Wenn e Kemper
En dibenn-sizhun paseet e oa bet digoret sal vras an Dour Wenn e Kemper. Anvet eo ez ofisiel « Kostum Park - à nous la vie », evit lakaat war wel merkoù an arc'hantaouerien brevez. Ur sal ouzhpenn 8000 m² hag a c’hell degemer betek 3500 a dud. Ha leun oa just- a-walc’h evit an darvoud kentañ er sal, krogad skipailh basket ar Maouted ! Keven ar Fur, prezidant ar BK family zo he fal sikour ar c’hlub da sevel raktresoù tro-dro d’ar basketball a oa evel-just eno. Ur sal hag gortozet 'baoe pell eo gant harperien hag harperezed ar Maouted...
Keven ar Fur a oa bet aterset gant Morgane Cotten eus Radio Kerne. Kresket eo prizioù ar c'houmanantoù hag ar bilhedoù basketball gant kresk ar c'houstoù liammet ouzh ar sal vras nevez. Lidet vo c’hoazh ar sal an dibenn-sizhun-mañ gant sonadeg ar ganerez Santa disadorn ha bagadoù ha kelc’hioù ar vro d’ar Sul.