en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gweladennit an Oriant e brezhoneg!

Gweladennit an Oriant e brezhoneg!

Kêr An Oriant a oa bet distrujet kazimant penn da benn e-pad an eil brezel bed. Met peadra a zo da zizoloiñ memestra ! Setu ar pezh n’eus c’hoant diskouez kêr an Oriant en ur c’hinnig gwelladennoù. Ha pas ne vern peseurt re ! e brezhoneg e lakaa Kentin Daniel-Walter, henter ar glad, da anav gwelloc’h kêr ar 6 porzh.

Plasenn Polig Montjarret ha tro-àr dro, anavet giz Plasenn tavarn ar Roue Morvan a oa ar c'hntañ weladenn er program. Savadur ar vananezenn, Bali ar Bôve, savadurioù stil arz nevez pe c’hoazh a stil Hausmanian zo bet dielfennet asambl.

Gwelladennoù arall a vo da heul ar Merc’her 5 a viz Du da 11e e plasenn Elsas-Loren hag ar Merc’her 3 a viz Kerzu, da 11 eur ivez e plasenn an dieubidigezh. 4 € eo ar priz, ha ret eo lakaat ho anv dre lec’hienn web ti-kêr an Oriant mard oc’h dedennet da zonet.

Selaouit Kentin Daniel-Walter en doa hentet ur weladenn e brezhoneg en Oriant, ha Ioanna he doa kemeret perzh d’ar welladenn. Doc’h mikro Aodren Trehin e oant o daou.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio