Kazetennerez 'ba Jamaika evit "L'Equipe" eo Melena
Moarvat ‘peus klevet komz eus taolioù kaer sportourien ha sportourezed enez Jamaika da genver kampionadoù ar bed ha C’hoarioù olimpek atleterezh. Brudet kaer eo Jamaika evit stummañ kampionidi eus ar c’hentañ evel Usain Bolt, evel just, zo bet 8 gwech kampion Olimpek ha daouzek gwech kampion ar bed war ar 100 metrad, 200 metrad ha war ar redadegoù a bep eil. Gallout ‘reer menegiñ, evit ar re goshañ Merlaine Ottey ‘o abrudet kaer er bloavezhioù 90 ha 2000… ha degadoù ha degadoù a gampionidi all zo c’hoazh deusho an deiz a hudu. Perak lakaat ar gaoz war enez Jamaika hag an atleterezh ‘ba abadenn Sportou ? Eno, war blas emañ Melena Helias o chom abaoe un nebeut bloavezhiou. En em gavet eo ‘bar C’haraib a-drugarez d’an atleterezh met da gentañ e giz kazetennerez. Melena a gustum skrivañ pennadoù ‘ba kazetenn « L’Equipe » mar plij diwar benn an atleterezh. Da gentañ ‘vimp gant Melena neuzen. Div abadenn ‘vo gouestlet d’he buhez sportourez, evezhierezh metou an atle eno hag evel just ‘momp digarez da lakaat ar gaoz war traoù all. Ha warlerc’h ‘vo embannet un nevezenti ‘ba abadenn Sportou. Roet ‘vo dac’h da glevout lodenn gentañ un heuliad kronikennoù bet savet gant Maina Gars. Divizet ‘neus ma c’henseurtez, ‘neus bet tro da displegañ meur a c’hrogad foot ganin, lakaat war wel sportoureezed awenus. Roomp ar gaoz da vMelena dustu kaer ‘neus bet tro da c’haloupat war ar pistennoù atle, ‘ba Bro-Leon, nepell eus Landerne ‘ba Lanniliz. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.