en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 178 : Ar britpop 1

Larsen ha mediator 178 : Ar britpop 1

O tizhout penn ar charts e-kreiz ar bloavezhioù 80 e tegas strolladoù evel ar Smiths pe Pale Fountains o sevenadur indie met ivez un distro d’ar gitar, gitar boud ha taboulinoù. Da heul, en un nebeud bloavezhioù strolladoù evel Blur, Suede, Elastica, Sleeper, Radiohead, Supergrass, Pulp ha The Verve a ziskouez emaint aze evit kontañ. Ganet eo ar britpop (ar ger britrock a vefe bet gwelloc’h e gwirionez) gant kevezerezh an daou strollad pennañ, Blur hag Oasis, pennadoù a vil vern er New Musical Express hag er Melody Maker ha goloioù pladennoù gant Banksy pe Damien hirst. Komzet e vo zoken eus « britart », ar pezh a ra deus ar britpop ul luskad sevenadurel breizhveuriat kentoc’h eget ul stil sonerezh, fin, ur sapre benveg marketing an hini eo a vo danevellet deoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !


Playlist :


- The La’s : There She Goes

- Suede : So Young

- Elastica : Connection

- Pulp : Common People

- Blur : There ‘s No Other Way

- Blur : Sunday Sunday

- Blur : Parklife

- Oasis : Don’t Look Back In Anger


Levrlennadur :


- «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019

- «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio