Hobited hag elfed a vo o pourmen e Plistin 'pad an dibenn sizhun !
Elfed, korriganed, hobited, sorserien...boudoù marvailhus bed ar skrivagner milvrudet Tolkien a vo o pourmen dre Blistin, e Aodoù-an-Arvor, 'pad an dibenn 'zhun. Bep bloaz e vez dalc'het ur c'hendalc'h, anvet « War Douaroù an Unan », a vod an dud sot gant bel faltaziek Tolkien. Aline Aupy a zo ezel eus ar gevredigezh-se. Birvilh a zo enni o prientiñ ar gouel...
'Benn disadorn ha disul e vo dalc'het an darvoud e Plistin, e sal an Dour Meur. Daou euro e vo ar mont-e-barzh evit an devezh.