War hent ar peoc'h e Kurdistan ?
E Kurdistan e vez tabutoù bras war ar peoc'h deus an daou du, tu gouarnamant Turkia ha tu emsav Kurd an Dieubiñ. Abaoe 1984 emañ ar PKK (Strollad Labourerien Kurdistan) o stourm evit frankiz pobl Gurd. E fin miz C’hwevrer en deus galvet, Abdullah Ocalan lezanvet Serok Apo, e strollad da laoskel e armoù hag en em zisolvañ. Klevet eo bet krouer ar PKK toullbac’het war enezenn prizon Imrali peogwir en deus embannet ar PKK e disolvañ. Peseurt cheñchamant a zo bet neuze, penaos e ya gant ar c’hevraouiñ etre Emsav Kurd an dieubiñ ha Stad Turkia ? Gael Le Ny kenbrezidant Keneildedoù Kurd Breizh zo bet da Gurdistan e Miz Mae tremenet hag en deus heuliet an traoù a dost abaoe, displeg a ra deomp penaos e ya an traoù gant argerzh ar peoc’h.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel