en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

E Lokmikaelig ha da lec'h 'rall e vanka kelennerion brezhongour er skolioù divyezheg

E Lokmikaelig ha da lec'h 'rall e vanka kelennerion brezhongour er skolioù divyezheg

Un hentenn divyezheg a oa bet savet 5 plez zo e kumun Lokmikaelig e-tal An Oriant. Met lakaet eo diaes dija dre ar vank a gelennerion brezhonegour. Evit an distro-skol, n’eus nemet ur c’helennour brezhonegour al lun hag ar meurzh. E galleg e vez desket ar vugale hepken neuze ar yaou hag ar gwener. Ar pezh ne glota ket get an ezhommoù pedagogel evit deskiñ ar yezh él rezon. Pouezus eo pleustriñ àr ar bemdez a zo afer kentoc’h eget dispartiañ er mod-se hervez ar guzuliourion pedagogel.

Denez Gouin, tad ur bugel a zo er skol a oa get Aodren Trehin.

9 bugel a zo e mesk ar re vras er skol-vamm neuze marse e vehe aesoc’h digor ur c’hlas ouzhpenn ar blez é tonet a-drugarez dezhe.

Met evit ar blez-mañ dija, emañ c’hoazh ar gerent é c’hortoz ur respont a berzh an deskadurezh stad.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio