en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Erwan Konk, Kampion ar Bed ur wech adarre!!!

Erwan Konk, Kampion ar Bed ur wech adarre!!!

Komansomp ar bloavezh nevez war un ton bras gant unan zo bet kampion ar bed ar c’hleuboù e 2025… Erwan Konk e anv ‘neus gounezet an tournamant e miz Even, etre an 23-27 a viz Even tremenet gant e gleub Chatenay Malabry. Tro ‘meump bet da reiñ ar gaoz ingal da Erwan, paotr Plougin ha Brest, a c’hoari melldroad war gador ruilh ‘bloavezhioù zo. Komanset ‘noa e garrierenn gant Elektro Foot Brestois araok chench kleub da vont da Chatenay Malabry zo chouk da Bariz. Erwan ‘neus ur palmares eus ar c’hentañ. Gant skipailh Frans eo bet div wech kampion ar bed, kampion Europa, gant Upsilon Chatenay Malabry ‘neus gounezet kampionad Frañs, Kip Bro C’hall hag araok gant Elektro foot Brestois ‘oa aet ar maout gantañ e kampionad Breizh ha Kip Breizh… Sonjit ‘ta ! Teir gwech kampion ar bed melldroad war gador ruilh… Pelé, ar Roue, ‘oa bet teir gwech Kampion ar bed gant skipailh melldroad Brazil. Roomp ar gaoz d’hor Pelé deomp ni… Erwan Konk. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio