Spontus eo al lanv glas e bae Douarnenez ar bloaz-mañ
Spontus eo ar c'hementad bezhin glas a vez dastumet war aodoù bae Douarnenez en hañv-mañ, hag e Breizh dre vras. Kroget e oa al lanv glas e fin an Nevez-Amzer ha strewet e vez ur c'hementad uhel pe uheloc'h a vezhin war an aodoù gant ar mor diouzh ar meteo. Traezhennoù ar Riz ha Trezmalaouen, e Douarnenez hag e Kerlaz, eo ar re saotretañ er bae. N'eus ket bet dastumet gwech ebet kement a vezhin glas war traezhenn ar Ris da skouer eget ar bloaz-mañ : 1394 metrad kub a zo bet dastumet eno dija abaoe penn kentañ ar c'houlzad. Ha div wech muioc'h war traezhenn Trezmalaouen. Stegnet eo ar boblañs gant an tem-se. Maxime Touze a zo dilennad en ti-kêr en tu enep. Selaouomp anezhañ...
Maxime Touzé a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Al lezenn Duplomb a aotreo bremañ astenn an atantoù betek 5000 penn morc'h, e lec'h 3000 a-raok. Ha daoust d'ar bae bezañ war takad mirva naturel an Hirwazh e aotre ar park kreskiñ ment an atantoù. 'Pezh a zegaso muioc'h a vezhin en dazont anat deoc'h.
Skeudenn : Baie de Douarnenez Environnement