en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Breizh unvan n'eo ket mui asantet e dibunadeg-veur gouel ar gelted

Breizh unvan n'eo ket mui asantet e dibunadeg-veur gouel ar gelted

Padal e zibune bep blez abaoe 2017, difennet eo bet da Breizh Unvan bout e dibunadeg-veur Gouel ar Gelted get o giton ar blez mañ. An diviz-se, bet tapet nebeut amzer a-raok ar festival, e fin miz Mezheven en deus souezhet izili Breizh Unvan rak berzh a rae o giton bewezh. Ar gevredigezh hag a stourma evit stagañ en-dro al Liger- Atlantel da rannvro melestradurel Breizh a zalc’he ur stand e-pad ar gouel memestra. Aodren Trehin a oa aet eno e darempred get Alan Ar Gal a zo teñzorour Breizh Unvan. Muioc’h a zisplegadennoù geton doc’htu.

Nac’hañ a ra doc’h e du Jean-Paul Kihl, prezidant Gouel ar Gelted, e vehe politikel an diviz : pal an dibunadeg-veur a vehe troet àr an arzoù hepken ha pas àr ar politikerezh emezanñ.

N’eo ket digalonekaet izili Breizh Unvan o deus spi distroiñ en dibunadeg-veur en dazont. Aet e oant disul, e-pad an dibunadeg da zikouezh o giton àr pont Kerpont kostez Lanarster, él ma reont bep sul kentañ ar miz.

Alan Ar Gall a zo a gleiz àr ar skeudenn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio