en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Nozvezh ar Stered a vo 'benn disadorn !

Nozvezh ar Stered a vo 'benn disadorn !

Ha sellet ho peus ouzh ar stered en hañv-mañ ? Abaoe 35 bloaz e vez aozet gant an AFA, kevredigezh steredoniezh bro c'hall, nozvezhioù evit brudañ ar steredoniezh, anvet « Nozvezh ar Stered ». Darvoudoù a vez aozet e pep lec'h e Frañs hag e Breizh gant ar c'hevredigezhioù steredoniezh amatour. Dominig Merrien a zo ezel eus ar strollad Loar Gann e bro Gerne. Aozañ a rint un nozvezh disadorn er Yeuc'h, 'kichen Douarnenez. Displegañ a ra deomp petra eo tem ar bloaz.



Dominig Merrien a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ma vez fall an amzer e vo nullet ar prantad sellet ouzh ar stered er maez met ar brezegenn a vo dalc'het memestra disadorn er Yeuc'h da 8e30 hag ur C'hwiz war tem ar stered a vefe aozet e plas. Degadoù a zarvoudoù a vo e Breizh a bezh evit Nozvezh ar Stered, gellout a rit mont da sellet ma vo unan tost eus ho ti dre lec'hienn an AFA (association française d'astronomie).

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio