Aet eo Erwann Denez d'an anaon
Glac'haret eo c'hoazh bet ar brezhoneg. Aet eo Erwann Denez d'an anaon d'ar 17 a viz Gouere. Dalc'het e oa bet e obidoù dec'h e Lanniliz. Kelenn e skolaj Diwan ar Releg en doa bet graet Erwann Denez, met dreist-holl e oa bet o labourat e-pad ouzhpenn 20 vloaz er gevredigezh An Oaled e Treglonoù lec'h m'eo bet degemeret un toullad bugale ha krennarded evit bevañ e brezhoneg e diavaez ar skol. Silvenn Koant he doa labouret gantañ e-pad 15 vloaz, selaouomp anezhi ouzh mikro Pauline Daniel deus Arvorig FM.