'Benn fenoz e krogo Gouel Broadel ar Brezhoneg
Da 6e fenoz e tigoro dorioù Gouel Broadel ar Brezhoneg e Mellag e Maner Kernod evit tri devezh sonadegoù, prezegennoù, c'hoarioù, standoù e brezhoneg penn da benn. Ur glogorennig brezhonek a vez aozet bep daou vloaz bremañ gant Mignoned ar brezhoneg.
Jenovefa Rosmorduc a zo nevez erruet er skipailh gopradezed. Emañ en karg kenurzhiañ an dud a-youl vat, 200 den en holl, hag e-karg an Taol-Lañs. Muioc'h a ditouroù ganti diouzhtu.