en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Gouere 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Gouere 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier hiziv gant Metig Jakez-Vargas

Gallésie en fête

Gouel ar Gallésie en fête a oa bet dalc’het an dibenn-sizhun dremenet e Mousterfil, e kornôg Roazhon. Disadorn goude merenn oa bet kenstrivadegoù sportoù Breizh : Paledoù, Gouren, Melldroad gouezeleg pe c’hoarioù nerzh... hag eo echuet an devezh gant ur fest-noz. Met ouzhpenn d’ar sonerezh hag ar sportoù a vez laket war wel, ar gallaoueg ivez, dreist-holl gant ar vuhezourien hag ar gonterien… Tangi Mouton a oa war blas ha ne oa ket ar wech kentañ dezhañ mont d’ar Gallésie…Selaouomp anezhañ.

Ha da glevet ivez :

- 48 den a zo bet lazhet e Gaza dec'h

- Kregiñ a raio stourmerien ar PKK da rentañ o armoù e penn kentañ miz Gouere

- Nac'het eo bet reform ar c'hleweled publik dec'h gant ar gannaded

- N'eus ket bet biskoazh kement a dud toullbac'het e Frañs

- Ur strolladig tud a stourm a-enep reform an RSA he doa direnket dalc'h kuzul departamant Penn ar Bed diriaou mintin

- Gellout a rafe prezidant departamant Penn ar Bed bezañ tost ouzh ar miliardour eus an tu dehoù pellañ Pierre-Edouard Sterin

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio