en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Staget eo gopridi Radio France gant un harz-labour didermen

Staget eo gopridi Radio France gant un harz-labour didermen

Staget eo gopridi Radio France gant un harz-labour didermen hiziv. Enebet eo gopridi ar radioioù publik ouzh reform ar c'hleweled publik hag an troc'hoù budjed az d'he heul. Gellout a rafe ar mediaoù publik dont da vezañ un « holding » anvet « France Medias » gant ar reform a zo kinniget gant ar gouarnamant. Bodañ a rafe an holding-se Radio France, France Tele hag an INA. Bountet eo gant Rachida Dati, ministrezh ar sevenadur, a souten ar reform-se penn kil ha troad. Liesseurted ar mediaoù eo a zo en arvar hag o emrenerezh.

E ti Ici breizh Izel a oa bet darn eus ar c'hopridi oc'h ober harz-labour hiziv ivez. Nec'het int. Katell Ugen a zo kazetennerez eno. Selaouomp anezhi.


Katell Ugen a oa deus mikro Metig Jakez-Vargas. Kinniget e vo ar raktres lezenn dilun ha dimeurzh d'ar Vodadenn vroadel. Raktreset o deus gopridi ar mediaoù publik manifestiñ dirak burev ar gannadez Anaig Le Meur 'benn ar sizhun o tont e Kemper.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio