en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stourm a ra ar "Pol Bugaleaj" a-enep ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale

Stourm a ra ar "Pol Bugaleaj" a-enep ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale

Er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz er mediaoù eus ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale gant an aferioù Betharam hag Ar Skouarneg da skouer. Muioc'h mui e klever komz ivez eus an insest, a vez gouzañvet gant ur bugel diwar dek d'an nebeutañ e Frañs. Lies-tre eo ar feulsterioù graet d'ar vugale hag e Penn ar Bed ez eus bet krouet ur strollad c'hwec'h bloaz 'zo evit stourm a-enep ar feulsterioù-se, e diabarzh ar Planning Familh. Atalieroù kizidikaat a ginnigont er skolioù da skouer. Muioc'h a ditouroù gant Swen, a zo ezel eus ar strollad-se.



Swen a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ma fell deoc'h kaout muioc'h a ditouroù war Pol Bugaleaj ar Planning Familh e c'hellit skrivañ dezhe dre bostel da planning29enfance@riseup.net .

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio