en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier 5:30

keleier 5:30

@@@Tri devezh hep eviñ takenn alkoll erbet.@@@ 'benn àrc'hoazh 'vo lañset ar pezh 'zo anvet « Le défi landernéen », memes koulz hag an « Défi » 'zo 'ba Brest. Gelliñ 'ra an dud faot dezhe arsav a evañ chwaj o devezhioù etre 'benn àrc'hoazh ha dimeurzh kentañ. Roger Kermarreg zo ezel ag ar gevredigezh « Vie Libre », lâret neus hiroc'h da Erwan Blanchard. Ar pennad komz @@@Gwerzhiñ àr-eeun produadur an tier-feurm.@@@ 'Benn disadorn 'vo marc'had ar broduerion e ti feurm Yveline Ha Roger Dagorne, e Plougernevel, e-tal Rostrenn. Savet eo get ar gevredigezh peizanted « Kreiz Breizh terre paysanne ». Lâret deus Yveline Dagorne bezprezidantez ar gevredigezh hiroc'h doh mikro Tudgual Karluer. Amañ @@@Bev eo kluboù tud kozh ar vro.@@@ A-c'houde dilun emañ tolpet tud ar gevredigezh Les Ainés Ruraux e Gwidel. Kement-mañ en arbenn ag ar c'honkour bouloù savet a-live broadel evit an daouzekvet gwezh. Daet eo tud a-bep korn a Frañs neuze da c'hoari ha da gavout plijadur durant tri devezh.Nebeutoc'h emaint é kemer perzh met ar pal ketañ zo chomet ur sort : pas ket bout e-unan. Lucien Kerbrat ha Claude Jaouen doh mikro Yaëlle ar Mouel. An atersenn

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio