en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kenskoazell ha mignoniaj gant tournamant etrevroadel foot Dirinonn

Kenskoazell ha mignoniaj gant tournamant etrevroadel foot Dirinonn

Hudu e lakimp ar gaoz war un tournamant melldroad zo gouestlet d’ar c’hoarierezed yaouank U 13 ha d’ar c’hoarierien yaouank U 11. ‘Ba Dirinonn en deus kavet bod an tournamant etrevroadel zo aozet abaoe tregont vloaz gant ur skipailh tud a-youl vat zo izili eus kleub AS Dirinonn, ur c’hleub zo ‘ba ur barrez chouk da Landerne. Milieroù a dud yaouank o deus bet tro da gemer perzh ‘ban tournamant dindan an holl vloavezhioù-se, un tournamant en deus brud ‘ba Europa a-bezh. C’hoarierien vrudet evel Antoine Griezmann zo o c’hoari gant Atletico Madrid, Eduardo Camavinga bet stummet gant Stade Roazhon hag o c’hoari gant Real Madrid, Bradley Barcola zo gant ar PSG er mare-mañ, Andrej Kramaric ur c’hoarier eus skipailh broadel Kroatia, pe c’hoarierezed evel Laurina Fazerzo o c’hoari gant ar PSG zo bet gwelet war tachennoù Dirinonn.

Setu ar pezh a vo displeget e-kerzh an abadenn gant Olier Kerdraon zo ken brezidant tournamant etrevroadel Dirinonn : mesket eo ar c’hleuboù meur gant kleuboù ar vro evel Stade Brestois, War Raok Gwengamp ha kement zo, met ivez kleuboù lec’hel FC Landerne, AS Milizag, FC Gwineventer pe c’hoazh Stade Pleiben.

Emañ Olier Kerdraon gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio