Tri devezh hep evañ takenn alkoll ebet.
Warc'hoazh 'vo lañset ar pezh 'zo anvet « Le défi landernéen », memes koulz hag an « Défi » 'zo 'ba Brest. Gall 'ra an dud fell dezho paouez gant evañ dibab o devezhioù etre warc'hoazh ha dimeurzh kentañ. Lakaet 'vo ar gaoz war kudenn ar boeson dre ur film warc'hoazh, prezegennoù gant tud deuet ha tud yaouank, ur bourmenadenn war bord an Elorn 'benn disul. Selaouomp Roger Kermarreg, ezel eus ar gevredigezh « Vie Libre », ouzh mikro Erwan Blanchard.