Adskoulmañ liammoù gant dourioù an Abaer-Ac'h gant Mamennoù dour
E-pad pevar devezh, ar sizhun dremenet, ‘oa ur strollad a dud eus bro an Aber Ac’h o kerzhout war vord stêr an Aber. Kaset ‘oa ar gerzhadeg gant izili eus ar stroll Mammennoù-dour ‘oa bet krouet tri bloaz 'zo ‘ba Lanniliz ha Plougerne. Lakaat war-wel pegen important eo an dour ‘ba buhez pep hini ac’hanomp eo pal izili ar strollad. En em gavet eo Erwan Blanchard gant Florence Kreac’hkadeg, ezelez eus Mammennoù dour, ‘ba Pont Krac’h etre Lanniliz ha Plougerne.