An anarkouriezh zo lidet 'ba Brest gant Kazh du!
Kazh Du ! Sed aze anv ar festival arnakour ‘vo aozet ‘ba Brest adalek digwener ha beket disul. Lakaet ‘vo ar gaoz war demoù zo pouezus evit ar stourmerien liberter : stourm ouzh ar faskouriezh, plas ar maouezed ‘bar stourmoù, plas ar boued ‘bar stourmoù, an ospitalioù publik hag al luskadoù sokial a ya da heul. Degas ‘raio aozerien Kazh Du boued spered d’an neb a gar gant atalieroù ha prezegennoù. Ouzhpenn ‘vo gant ar festival ! Konsertoù adalek ar Gwener, d’ar Sadorn ha d’al Lun. Pep tra vo kinniget ‘ba karter Sant-Varzhin ha ‘ba plasenn Guerin… Evit an trede gwech eo ‘vo aozet ar gouel Kazh Du… Un tamm eus an istor zo kontet gant Taran, unan eus an aozerien. Emañ gant Erwan Blanchard .