Kollet e vo postoù labour e skolioù Breizh en distro-skol da dont
Kollet e vo ur bern postoù-labour skolaerien ha skolaerezed en Breizh 4 departamant en distro-skol da dont. O klask esperniañ arc'hant emañ Akademiezh Roazhon, o tigreskiñ an niver a eurvezhioù a vez roet d'ar skolioù ha skolajoù. Un efed 'vo a-dra-sur war kalite an deskadurezh evit ar vugale. Yann-Pier Diredel, skolaer ha sindikalour en FSU, 'noa roet dimp e sell war ar jeu a vo en distro-skol.
Kollet e vo postoù labour ivez e Akademiezh an Naoned. Al listennad a-bezh 'zo war lec'hienn internet an akademiezh, ac-nantes.fr , rann "keleier", rann "programm an distro- skol evit ar bloavezh 2025-2026"