Avel Em Fenn - Meurzh 27 a viz Mae
Ar c’hantennerezh, ar boutegerezh, setu ar pezh veze graet gwechall e Breizh gant ar beizanted hag ar besketourien. Setu perak kevredigezh Chidouarn an Arzoù, deus Mêl Karaez, he deus aozet ur festival gouestlet d’an arz-mañ : klevet vez Christine Dubois, prezidantez ar gevredigezh.
Gaelle Pedron, a zo medisinez e Rostrenn abaoe tost dek vloaz. Komzet vez deus he feson da aoziñ he labour, deus al labour leuniañ paperachoù ha deus ar vank spontus a vedisined.zed. Aterset eo gant Enora Molac, deus radio BOA. Klevet vo ivez Enora Jegou, tost echu ganti he studioù medisinerezh.
Lamm ar marv graet gant Wily Wolf ha Gireg Soudé. Setu ar pezh e vez kontet gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleier ar vro : Gwenvael Delanoe ar Berr
Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy