en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel Em Fenn - Lun 26 a viz Mae

00:00 / 00:00

Avel Em Fenn - Lun 26 a viz Mae

Goude un ehan bras eo bet dalc’het Gouel Etrevroadel an Dreujenn-Gaol 'ba Groñwel en dibenn-sizhun dremenet. Un taol esae eo bet gant sonerien ha sonerezed deus ar vro, plijadur gante o seniñ asambles ha treuzkas hengoun an dreujenn-gaol.

Muioc’h gant Mickael Derrien, unan eus an aozerien.rezed zo deuet betek studio Radio Kreiz Breizh ar sizhun paseet.

Laenneg, ar stetoskop ? Setu sujed ar c'houlzad nevez «An Istor Livet», kinniget gant Brezhoweb. Muioc'h gant Florent Grouin.

« Ouzhpenn 10% deus an dud e tiriad ar Frañs a zo di-vedisin ». E 2021, e vanke ur medisin pe ur vedisinez en hanter a gumunioù Breizh, neuze penaos cheñch penn d’ar vazh ? Ar sizhunioù paset e veze graet trouz gant ar vedisinesed ar medisinezed, da-heul lezenn Guillaume Garot. Pal ar lezenn-se a zo kontrolliñ gwelloc’h e lec’h e vez staliet ar vedisined hag ar medisinezed nevez, hag o lakaat da vont muioc’h e lec’hioù stenn. Ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc’h mont donoc’h. Ni vo ni gant Gael Pedron, a zo medisinez e Kreiz Breizh, e Rostrenn. War-dro 900 pratik disklêriet a vez heuliet ganti. En desped d’he lec’h labour, a zo stenn-tre, he doa graet harz-labour enep al lezenn Garot… Ur sujed hag un atersadenn kinniget gant Enora Mola, deus radio BOA.

Keleier ar vro : Aodren Trehen

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio