Skolajidi Kastell-Paol a zo deuet da weladenniñ Roazhon
Ha petra 'vo graet goude studioù hir pe studioù micherel ? Setu goulenn an holl skolajidi pa vez erru poent divizout e pelec’h mont da studiañ, pe en ul lise jeneral pe micherel. Evit lakaat anezho da zizoleiñ bed ar skol-veur ha sikour anezho da zibab, o deus profitet kelennerien skolaj divyezh Kastell Paol lakaat ar skolajidi da weladenniñ Skol-Veur Roazhon 2. Er gêr-benn velestradurel emaint evit dizoleiñ glad Roazhon ha Cédric Choplin neus kontet istorioù skol-veur Roazhon bet savet er grennamzer gant Frañsez an Eil e Naoned ha kinniget an departamant Brezhoneg ha keltiek er memes tro. A-raok selaou un nebeud skolajidi, selaouomp diouzhtu Fabris Kadou, kelenner war ar istor Douaroniezh hag ar Brezhoneg e Skolaj Divyezh Kastell-Paol, a oa ganto e Roazhon.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel