Dornskrid Lokmaria : ul levr dibar eus ar Grennamzer diskouezet e Kemper
Ul levr dibar a vo diskouezet e Kemper digwener ha disadorn er vediaoueg Alain Gerard e kreiz-kêr. Un dornskrid eus ar Grennamzer, e latin, anvet « Dornskrid Lokmaria », eus an 11vet kantved eo. Ral-tre an dornskridoù breizhat eus ar Grennamzer Uhel. Ne vefe nemet 224 levr a seurt ha pemp dioute hepken a zo miret e Breizh.
A-bouez e oa neuze d'an istorourien prenañ al levr-mañ pa oa bet lakaet e gwerzh gant Christie’s warlene. Prenet eo bet ouzhpenn 300 000€ diwar intrudu enklaskerien an UBO hag ar CRBC digant un dastumer prevez norvegian. Ronan Debel a zo mediaouegour e Kemper, labourat a ra e departamant ar glad. Kinnig a ra deomp al levr ral-mañ.
Ronan Debel a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Komprenet ho peus, arabat eo c'hwitañ war an taol ma z oc'h dedennet gant levrioù ar grennamzer uhel breizhat, rak ral eo e vefe diskouezet unan anezho ! Mediaouegourien ha mediaouegourezed Alain Gerard a vo dieub war al lec'h evit respont d'ho koulennoù war Dornskrid Lokmaria. Miret e vez dornskrid Lokmaria e levraoueg ar Champs Libres peurrest ar bloaz, pell ouzh ar gouloù ha selloù an dud.