Breizh zo bet lidet 'ba Aberystwyth e miz Mae
Adskoulmañ al liammoù etre Breizh ha Bro-Gembre ! Gouel Kembre-Breizh a oa aozet ‘ba Aberystwyth ha ‘ba Macynlleth ‘ba kreiz Bro-Gembre! Aozet ar festival gant harp ar gevredigezh Kembre-Breizh ha daou den yaouank mennet mat da sevel an darvoud se abaoe warlene : Felix Parker-Price ha Gwenole Korneg. Dre ar sonerezh, ar boued, an dañsoù pe c’hoazh ar filmoù ‘oa roet da dud Aberystwyth an tu d’en em soubañ ‘ba kultur Breizh. War blas ‘oa Erwan Blanchard asambles gant Felix Parker-Price ha Gwenole Korneg… Evito ‘oa poent adlansañ an eskemmoù. Selaouomp Felix da gentañ.