en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stourm a ra sindikadoù ar Spip doc'h ar politikerezh surentezel

Stourm a ra sindikadoù ar Spip doc'h ar politikerezh surentezel

Ul luskad sokial broadel a oa bet savet get labourerion ha labourerezed ar Spip d'ar 6 a viz Mae.

Ar Spip n’eo ket gwall anavet get lodenn vrasañ an dud. Gober a ra ar servij-se àr dro an dud kondaonet pe é c’hortoz bout kondaonet, get kefridi ledan a-walc’h : lakaat da zoujañ doc’h ar redioù savet get ar barnour, prientiñ ar monet er-maez, pe c’hoazh paraat an adfelladenn (récidive) evit reiñ un nebeud skouerioù.

Metig Raynaudon-Kerzerho a laboura er Spip e toull-bac’h Plañour, kostez an Oriant, hag a zo ezel ar CGT Spip. Aodren Trehin a zo bet d’he atersiñ a-benn gouiet muioc’h àr al luskad sokial 'oa bet ar sizhun paset.

Ouzhpenn stourm doc’h politikerezh surentezel Gerald Darmanin, muioc’h a moiandoù a vez ivez goulennet get ar Spip abaoe pell. Hervez ar sindikadoù e vankehe 1200 post Spip e Bro Frañs.

Emaint bremañ é c’hortoz respontoù get ministrerezh ar justis.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio