« Skoaz ouzh skoaz » evit kempenn glad ar vro.
Dec'h oa bet roet lañs d'ar sekour nevez-mañ e Lanniskad e-tal Gwareg get ar Rannvro ha get La Fondation du Patrimoine. Krouet eo bet ar prim argant-mañ evit reiñ talvoudegezh d'ar labour vez kaset da benn get tud ag ar vro, a-volontez vad evit ar muiañ-niver anezhe. Dre skwer e Lanniskad lec'h ma doa n'um dolpet an dud ag ar c'hornad evit gwarantiñ chapel Rosquelfen. Guillaume Caous zo person Gouareg ha chapel ar Rosquelfen, lâret a ra deomp emañ tost an dud doh ar savadur savet e fin ar pemzekvet kanvet.
Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.