en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Douarnenez kumuniezh : arc'hantaouet e vo ar raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel !

Douarnenez kumuniezh : arc'hantaouet e vo ar raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel !

Lañset he deus Douarnenez Kumuniezh un trede galv raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel. Betek an 11 a viz Mae e c'hell ar c'hevredigezhioù klask kaout ur skoazell, etre 500€ ha 2000€, evit kas o raktres da benn. Gellout a ra ar raktresoù-se bezañ e liamm gant an energiezh, al lojeiz, al labour-douar, an douristelezh ha kalz temoù all c'hoazh. Muioc'h a zisplegadennoù gant Katell Chantreau, dilennadez e Douarnenez kumuniezh, a ro un nebeud skouerioù deomp eus ar pezh a c'hell bezañ graet.


Katell Chantreau a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ar raktresoù a zo da gas a-raok an 11 a viz Mae neuze. Rankout a ra ar raktresoù bezañ kaset da benn etre miz Gouere 2025 ha miz Even 2026.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio