Chadennaet e oa bet Ti Ajañs Rannvroel ar Yec'hed e Sant-Brieg gant Difennerien Ospital Gwengamp
Ur c’hant a dud a oa bodet dirak ti Ajañs Rannvroel ar Yec’hed disadorn. Deuet e oant evit enebiñ ouzh diviz an Ajañs serriñ ti-gwilioudiñ Ospital Gwengamp. 500 bugel a veze ganet bep bloaz e Gwengamp met fell a ra d’an ARS serriñ an ti-gwilioudiñ memestra. Dec'h en doa embannet an ARY ne vo ket digor an ti-gwilioudiñ e-pad 6 miz ouzhpenn, padal eo serret abaoe daou vloaz dija. Kenderc’hel a ra ar stourm evit an dregeriz hag ar sant-briegiz a oa deuet, en o mesk Gael Roblin kuzulier-kêr e Gwengamp.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel