Herri Morvan, ouzhpenn ur c'haner, un den tost ouzh an natur
Kalzig a dud a oa en em vodet e chapel Burtuled evit al lid relijiel, bet lusket, e mesk tud all, gant mouezh ar ganerez Anne Auffret. Anavezet e oa Herri Morvan evit bezañ ar mailh war ar c'han. Met ouzhpenn-se oa. Ur peizant ivez a oa o chom en Bodkol, 'ba St Nigouden. Karout a rae Herri e vro, al loened kement hag ar plantennoù.
Laurent Gall, etno-botanour, o chom en Bulad-Pestivien, noa bet tro un nebeud gwechoù da vont da doullañ kaoz gantañ diwar-benn al liamm 'noa gant fleur ar vro. Hag en doa treuzkaset bern traoù dezhañ...
Un atersadenn kaset gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.