Galv Pondi 'zo sinet gant Emglev an Oriant
Muioc'h-mui a dud a sign galv Pondi.
E miz meurzh paset oa bet roet lañs d'an emglev anvet "roomp frankiz d'an energiezhoù e Breizh", peder lodenn ennañ diwar-benn adunanidigezh ar vro, ur statud disheñvel evit Breizh, un tele rannvroel, ha peurwirekaat karta europa ar yezhoù bihan. Graet o deus o soñj tud Emglev Bro an Oriant kemer perzh er vodadeg-mañ. Dec'h e oa sinet an emglev en ofisiel gete. Yaëlle ar Mouel deus aterset Claudine Perron, eil prezidantez ar Genvredad.