"Bemdez": Programm an UDB evit dilennadegoù 2026
Chom a ra c’hoazh ur blezad a-raok an dilennadegoù ti-kêr. Met emañ dija rann Bro An Oriant Unvaniezh Demokratel Breizh, an UDB, prest get ur programm. Ar programm-se a zo savet en ur feson un tammig digustumm. Savet eo bet a-raok ur programm evit Bro an Oriant, hag àr-lerc’h e vo graet evit ar c’humunioù. Bro An Oriant a strolla Tolpad kêrioù An Oriant ha Blavet Bellevue Ocean (CCBBO) a zo ur strollegezh kumunioù tu ‘rall morlenn an Oriant.
Gael Briand, dilennad UDB e ti-kêr an Oriant, Tolpad kêrioù an Oriant hag er Rannvro a ginniga ar programm. Un 60 den bennak e rann lec’hel ar strollad politikel o deus kemeret perzh da sevel ar programm anvet "Bemdez".