10 vloaz eo ar pik BZH !
A-benn ar sizhun a zeu e vo lidet dek vloaz an astenn internet « pik BZH ». Berzh a ra ar pik BZH hiziv-an-deiz, ouzhpenn 13 000 anv domani a implij anezhañ, embregerezhioù ha kevredigezhioù dreist-holl, met ivez strollegezhioù lec'hel hag hiniennoù. Hir e oa bet an hent padal evit gallout implijout ar pik BZH.
Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Christian Demeuré-Vallée, sekretour ar gevredigezh.
D'ar 24 a viz Ebrel e vo lidet dek vloaz ar pik BZH en Tog Ruz e Kemper. Prezegennoù a vo ha dont a raio Yann Le Cun, unan eus diorroerien an intent artifisiel Meta IA, pe c'hoazh Godefroy Beauvallet prezidant an Afnic, ar gevredigezh a ver ar pik FR.